On Her Majesty's Secret Service (film)

Eus Wikipedia

On Her Majesty's Secret Service zo ur film spiañ embannet e 1969. Ar c'hwec'hvet film eo en heuliad filmoù James Bond gant Eon Productions. Diazezet eo war ar romant gant Ian Fleming embannet e 1963. Goude ma vefe bet choazet gant Sean Connery paouez da vezañ James Bond goude You Only Live Twice, Eon Productions en doa choazet un aktour ha top model dizanv, George Lazenby, evit adkemer ar roll. E-kerzh ar filmadenn, Lazenby en doa embannet e c'hoarife ar roll ur wech c'hoazh nemetken.

Er film-se, James Bond a stourm a-enep Blofeld (Telly Savalas), hag a glask kaout un daspren bedel o c'hourdrouz ma vefe difrouezh ar plantennoù kement hag ar miroù boued. Kement-mañ a vefe graet gant ur strollad daouzek maouez troet o spered ha lesanvet "Angels of death". O klask talañ ouzh ar steuñv drouk, Bond a gej hag a zo sikouret gant ar gontez Teresa di Vicenzo (Diana Rigg) a zeuio da vezañ gwreg nemeti an dudenn.

Aktourien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]