Omo Ilinden Pirin
Omo Ilinden Pirin (Обединена македонска организация: Илинден–Пирин) a zo ur strollad politikel emverourel a zifenn gwirioù ar vakedoniz e Bulgaria. Krouet e oa bet e 1999 ha gounezet eñ-deus war-dro 3000 a vouezhioù en dilennadegoù kêriel. E 2000, avat, e oa bet diaotret gant penn-lez-barn Bulgaria peogwir e vefe, hervezañ, un aozadur disranner.
D'an 25 a viz du 2000 e voe kondaonet Bulgaria gant Lez-Barn Europeat evit Gwirioù an Dud evit se hag d'an 26 a viz even 2006 e talc'has ar strollad un c'hendalc'h ag adaozadur. C'hoarvezout a reas e Gotse Delchev daoust d'ur vanifestadeg gant an IMRO-BNM. D'an 30 a viz gouere 2006 e nac'has adarre al lez-barn da aotriñ ar strollad peogwir n'en defe ket dastummet an 530 sinadur goulennet gant al lezenn.
Daoust d'e statud disklaer e oa bet degemeret Omo Ilinden Pirin e-barzh Emglev Libr Europa.