Omnes
Omnes zo un anv-badez brezhonek kozh, hag ur ger latin.
E latin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Omnes zo ur raganv latin hag a dalv kement hag « (an) holl »; e gavout a reer e lavaredoù evel :
- Extra omnes ! « An holl er-maez ! ».
- Bellum omnium contra omnes « brezel an holl a-enep an holl », implijet gant ar prederour Thomas Hobbes.
- Omne datum optimum, un embann pabel eus an 29 a viz Meurzh 1139 gant ar pab Inosant II
- Adversus omnes haereses
- Erga omnes
- Etiamsi omnes, ego non, lavarenn latin diwar Aviel Mazhev
- Orientales Omnes (23 a viz Kerzu, 1945), ul lizher meur digant ar Pab Pi XII da fideled an Iliz katolik gresian eus Bro-Ukrainia.
- Unus pro omnibus, omnes pro uno, lugan An Tri Mouskeder e romant Alexandre Dumas, a zo ivez lavar-stur Suis.
E brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un anv-badez eo Omnes (Omnès hervez an doare gallek, Omnesius e latin), deuet marteze diwar ul lesanv, hag aet da anv-tiegezh. E kartular Redon eo e kaver ar stumm latin Omnesius, met n'ouzer ket a belec'h e teu; martezeadennoù zo bet savet, ha lod savet diwar faltazi.
Hervez Albert Dauzat, ar yezhour gall a skrive e-barzh Le Monde a-enep ar yezhoù rannvroel e 1951, e vije bet lesanv ur c'holist a gare kanañ ar salm
47 hag a grog gant « Omnes populi… ».
Ur vartezeadenn siriusoc'h zo, diazezet war ar ger kembraek efnys, « konnaret, enebet ».
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Omnes (war-dro 1000), eskob Leon,
- Ivonet Omnes (XIVvet kantved), kloareg breizhat, a skrivas ur varzhoneg karantez e krennvrezhoneg, gant enklotennoù;
- Robert Omnes(1930) : yezhour, kelenner skol-veur, maer Ploveilh,
- Philippe Omnès (1960) : klezeiataer gall 2005.
- Roland Omnès (1931 - ) : fizikour gall.
Lec'hanvadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diwar an anv Omnes eo savet an anv-lec'h Keromnes, deuet da vout anv-tiegezh.
Lec'hioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Keromnes, e Karanteg
Eus Omnes an toger d'an omnibus
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Stanislas Baudry, bet ofiser en arme Naoleon, a grouas ur gompagnunezh e Naoned gant daou garr sachet gant kezeg a c'halle dougen 16 den.
Dont a ra an anv Omnibus eus an arsav graet gant ar c'hirri dirak stal an toger Omnes, el leurgêr Port-au-Vin, hiziv Leurgêr ar C'henwerzh[1].
Mont a raio Stanislas Baudry goude da Bariz ma tigoro ur rouedad 18 linenn a girri-boutin.