Olof Palme
Sven Olof Joachim Palme, pe Olof Palme hepmuiken (distaget [ˈuːlɔf ˈpalˌmɛ] ; 30 Genver 1927 – 28 C'hwevrer 1986) a oa ur politiker svedat ha Kentañ Ministr e vro. E penn ar gostezenn Sveriges Socialdemokratiska Arbetareparti (SAPA, Strollad sokial-demokrat al labourerien) e voe e-pad pell, adalek 1969 ha betek e varv e 1986. D'ar mare-se e voe faezhet ar gostezenn en dilennadegoù, e 1976 hag e 1979, ar pezh a verkas diskar galloud ar gostezenn-se e Sveden, pa oa bet renet ar vro ganti e-pad 40 vloaz. E 1982 avat e tistroas d'ar galloud.
Kentañ Ministr Sveden e voe dre ziv wech eta, eus 1969 da 1976 hag eus 1982 da 1986. D'an 28 a viz C'hwevrer 1986 e voe muntret e kêr Stockholm.
Abeg a gave Palme alies e renerien ar stadoù bras evel Stadoù Unanet Amerika pe an Unvaniezh Soviedel, koulz hag e renadoù diktatourien evel Francisco Franco (Spagn), António de Oliveira Salazar (Portugal), Gustáv Husák (Tchekoslovakia) ha Pieter Willem Botha (Suafrika). Un den a bouez e voe eta evit ar politikerezh etrebroadel er bloavezhioù 1960, 1970 ha 1980. Feal e chomas bepred d'e linenn a-du gant an emsavioù dieubiñ e broioù eus an "Trede Bed" ha skoazell a roas d'un toullad gouarnamantoù deuet goude an didrevadenniñ er broioù-se. An hini kentañ e voe e-touez pennoù stadoù ar C'hornôg o vont, e 1975, da Guba goude an Dispac'h, ha distagañ ur brezegenn e Santiago de Cuba ma veule renad Fidel Castro.
E 1972 e komzas a-enep bombezadegoù ar Stadoù Unanet war Hanoi, ha keñveriañ anezho gant an distruj graet gant an nazied e-pad an Eil Brezel-bed. Gant ar c'homzoù-se e voe lakaet diaes an darempred etre Sveden hag ar Stadoù Unanet e-pad ur pennad.
Pa voe lazhet e kreiz-kêr Stockholm d'an 28 a viz C'hwevrer 1986 e voe spontet an dud e Sveden, hag e broioù Skandinavia dre vras, rak ar wech kentañ e oa e vije ur muntr evel-se er vro, abaoe lazhadenn ar roue Gustav III. Un den, Christer Pettersson, a voe barnet ha kondaonet evit ar muntr-se met didamallet e voe goude gant al lez-engalv. Ha bremañ c'hoazh ne ouzer ket gwall vat na gant piv na perak e voe muntret.