Olivier Morel de La Durantaye
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv-bihan | Olivier |
Anv-familh | Morel, de La Durantaye |
Deiziad ganedigezh | 17 C'hwe 1640 |
Lec'h ganedigezh | Q115899658 |
Deiziad ar marv | 28 Gwe 1716 |
Lec'h ar marv | Saint-Vallier |
Bugel | Louis-Joseph Morel de La Durantaye |
Micher | ofiser |
Grad milourel | kabiten |
Commander of (DEPRECATED) | Fort de Buade |
Skour lu | Carignan-Salières Regiment |
Ezel eus | Sovereign Council of New France |
Olivier Morel, aotrou La Durantaye (17 a viz C'hwevrer 1640 er C'havr - 28 a viz Gwengolo 1716 e Saint-Vallier) a oa ur ofisour breizhat e Frañs-Nevez.
Buhezskrid
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Yaouankiz ha bloavezhioù kentañ e Frañs-nevez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Olivier Morel, aotroù La Durantaye, a voe ganet d'ar 17 a viz C'hwevrer 1640 e maner ar Chaussée er C'havr (Bro-Naoned), badezet d'an 23 a viz Mae 1641 er C'havr (Itron-Varia), ha mervel a reas d'an 28 a viz Gwengolo 1716 ha douaret e voe d'an 30 a viz Gwengolo 1716 e Saint-Vallier, proviñs Kebek, e Kanada.
E gerent e oa Thomas Morel (Pierre & Jeanne Symon), floc'h, aotrou La Durantaye & Alliette du Houssay (Louis & Renée Le Royer), dimezet er C'havr (Itron-Varia) d'an 30 a viz Genver 1631. Dont a rae ar familh Morel eus noblañs marc'heien Dugelezh Breizh. Erruout a reas e Frañs-Nevez evel kabiten rejimant Carignan-Salières e 1665. Dimeziñ a reas e Kebek (Itron-Varia) d'ar 14 a viz Gwengolo 1670 gant Françoise Duquet (Denis & Catherine Gauthier), ha 9 bugel o devoe (daou anezho a chomas bev war o lerc'h)[1]. Gounit a reas Olivier Morel koñsedadenn aotrouniezh La Durantaye d'an 29 a viz Here 1672, ha goude hini aotrouniezh Kamouraska d'ar 15 a viz Gouere 1674.
E vicher a vilour er "Pays d'en Haut"
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Olivier Morel, kenwerzher feurioù anezhañ, a voe anvet da gomandant Kreñv Buade e 1683, ur post milourel ha kenwerzhel bras er Pays d'en Haut savet, e-touez abegoù all, evit gwareziñ ar Gefridiezh Saint-Ignace staliet nepell alese[2]. E penn ar c'hreñv-se e voe betek 1690[2].
E 1684 e voe savet un ergerzhadenn-vrezel gant ar gouarnour Joseph-Antoine Le Febvre de La Barre a-enep an Irokezed hag anvet e voe Olivier Morel e penn ar soudarded[3].Sevel a reas Greysolon Dulhut ha Nicolas Perrot, gant poan, un arme bihan a 500 den, hag ivez Amerindianed eus Saint-Ignace kendrec'het ma oant bet gant an tad Jean Enjalran da gemer perzh en ergerzhadenn hag a loc'has e miz Gouere 1684[2],[3]. Koulskoude ne voe emgann ebet dre ma voe kemennet dezho war an hent e oa bet sinet un emglev peoc'h[3].
Kemer a reas perzh en un ergerzhadenn nevez a-enep an Irokezed e miz Gouere 1687, ar wech-mañ e penn un arme ouzhpenn 600 den, ha kemer a reas e lod e dismantr meur a gêriadenn eus meuriad an dTsonnontouan-ed[3].
Kresket e voe aotrouniezh La Durantaye e 1693 ha c'hoazh e 1696. E 1701 e roas an hanter d'e vab Louis-Joseph.
Anvet e voe Olivier Morel de La Durantaye kuzulier e Kuzul meur Frañs-Nevez d'ar 16 a viz Mezheven 1703.
Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Olivier Morel de La Durantaye : officier et seigneur en Nouvelle-France, gant Jean-Paul Morel de La Durantaye, embanner Septentrion, 1997, 223 fajenn, ISBN 2-89448-076-8, lenn enlienn : https://books.google.com/books?id=2x2uXchuKOEC
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- AD Loire-Atlantique, Le Gâvre (Notre-Dame) (44062). Réf.: Lise Dandonneau, généalogiste.
- « Olivier Morel de La Durantaye » [diel] e Geriadur buhezskridoù Kanada, Skol-veur Laval/Skol-veur Toronto, 2003–.