Oktoberfest
Oktoberfest a zo ur fest 16 devezh-pad a vez aozet e München hag en Hannover en Alamagn. Hini München eo an hini vrudetañ. Oktoberfestoù a vez aozet ivez e Kitchener (Ontario, Kanada), Blumenau (Brazil) hag e Cincinnati (Ohio, SUA). Abaoe 1872 e vez aozet e miz Gwengolo hag ec'h echu e-pad dibenn-sizhun kentañ miz Here. Abaoe m'eo bet krouet e 1810 eo bet nullet 24 gwech abalamour d'a gleñvedoù-red pe d'ar brezelioù. Aozet e vez war un dachenn anvet Theresienwiese, anvet ivez die Wiese, pe c'hoazh die Wiesn en alamaneg Bavaria, ar pezh a dalvez an dachenn. Da Vünchen e teu 6 milion a dud, da lavaret eo ez eo fest vrasañ ar bed. Bepred e krog gant un dibunadeg ma wisk ar baotred hag ar merc'hed dilhad hengounel Bavaria : Lederhosen gwisket gant ar baotred, ha Dirndl gwisket gant ar merc'hed.
Mont en-dro
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur fest poblek ha hengounel eus Bavaria eo Oktoberfest, ma teu familhoù en o fezh. Gwerzhet e vez bier e teltennoù kinklet ha savet a-ratozh, hag ivez er Biergarten tro-war-dro. Servijet e vez ar banneoù bier e chopinoù 1 litrad anvet Maß (nemet ar bier gwenn (Weißbier) : 0,5 litrad). Ouzhpenn evañ e vez kinniget boued a bep seurt : kig-yar, kig-moc'h rostet (Schweinsbraten ha Haxn), krazadennoù pesked (Steckerlfisch), silzig, pretzel, malachoù avaloù-douar pe bara (Knödeln), toazennoù gant fourmaj (Käsespätzle), gwastilli avaloù-douar (Reiberdatschi), kaol (Sauerkraut, Rotkraut) ha meuzioù arouezius eus Bavaria evel Obatzda (ur meskaj amann ha fourmaj druz ha leun a spisoù) ha Weisswurst (silzig gwenn). Kezeg-koad a zo ivez, ha lazioù-seniñ a ginnig tonioù bavarian hengounel hag ivez sonerezh etrebroadel.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An Oktoberfest kentañ a voe aozet d'an 12 a viz Here 1810, pa zivizas ar roue Loeiz Iañ Bavaria hag e wreg Therese Sachsen-Hildburghausen aozañ ur redadeg kezeg. Diwar hec'h anv e teu anv an dachenn. Berzh bras a voe graet gant ar fest, ha divizet e voe neuze kenderc'hel d'hec'h aozañ. Diskouezadegoù labour-douar a voe aozet ivez, bep 3 bloaz. E 1850 e voe savet an delwenn anvet Bavaria war an dachenn gant Ludwig Michael Schwanthaler ha Leo von Klenze. E 1901 e voe staliet tredan war an dachenn. E 1903 e voe staliet teltennoù bras e-lec'h ar standoù a veze implijet betek-henn. E 1950 e voe kroget gant hengoun an daouzek tenn kanol. Maer München a rank neuze evañ ar banne bier kentañ servijet war an dachenn, ha lavarout : « O' zapft is! », (da lavaret eo servijet eo ar banne bier) ha neuze ez eo aotreet gwerzhañ bier war an dachenn. E 1960 e voe paouezet gant ar redadeg kezeg. E 1980 e voe lazhet 13 den ha gloazet 200 den abalamour d'ur gwalldaol.
Sifroù Oktoberfest 2007
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gorread an dachenn 0.42 km²
- Niver a gadorioù : e-tro 100 000
- Gweladennerien : 6,2 milion
- Bier: war-dro 6 940 600 litrad (126 900 litrad evajoù hep alkool)
- Gwin : 79 624 litrad
- Gwin eonennek : 32 047 litrad
- Kafe, te: 222 725 litrad
- Dour, dour pik-pik: 909 765 ½ litrad
- Kig-yar: 521 872 tamm
- Silzig kig-moc'h: 142 253 re
- Pesk: 38 650 kg
- Jaritelloù moc'h: 58 446 tamm
- Kig-ejen: 104 zamm
- Tredan : 2,8 milion kWh
- Gaz : war-dro 205 000 m³
- Dour : war-dro 90 000 m³
- Privezioù : war-dro 980 anezho ma c'haller azezañ, ouzhpenn 878 metrad staotlec'h ha 17 anezho evit an dud nammet
- Pellgomzer: 83
- Kollet : war-dro 4000 tra, en o zouez 260 re lunedoù, 200 pellgomzer-hezoug, gwalennoù ha zoken flac'hioù[1].
An teltennoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]14 teltenn bennañ a zo en Oktoberfest.
Anv | Breserezh | Azezennoù | |
---|---|---|---|
diabarzh | diavaez | ||
Hippodrom | Spaten-Franziskaner-Bräu | 3 200 | 1 000 |
Armbrustschützenzelt | Paulaner | 5 839 | 1 600 |
Hofbräu-Festzelt | Hofbräu München | 6 896 | 3 622 |
Hacker-Festzelt | Hacker-Pschorr | 6 900 | 2 400 |
Schottenhamel | Spaten-Franziskaner-Bräu | 6 000 | 4 000 |
Winzerer Fähndl | Paulaner | 8 450 | 2 450 |
Schützen-Festhalle | Löwenbräu | 4 442 | 0 |
Käfers Wiesen Schänke | Paulaner | 1 000 | 1 900 |
Weinzelt | Nymphenburger Sekt | 1 300 | 600 |
Paulaner Weißbier | |||
Löwenbräu-Festhalle | Löwenbräu | 5 700 | 2 800 |
Bräurosl | Hacker-Pschorr | 6 000 | 2 200 |
Augustiner-Festhalle | Augustiner Bräu | 6 000 | 2 500 |
Ochsenbraterei | Spaten | 5 900 | 1 500 |
Fischer Vroni | Augustiner | 2 695 | 700 |
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ https://web.archive.org/web/20090525100610/http://www.muenchen.de/Rathaus/tourist_office/oktobfest/126031/oktoberfest_Zahlen_Statistiken.html
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn. |