Okot p'Bitek

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Okot p'Bitek (Gulu, 7 Meurzh 1931 – 20 a viz Gouere 1982, Kampala) a oa ur skrivagner brudet eus Ouganda. Mestr-skol e oa e dad ha konterez ha kanerez e oa e vamm. Komz a rae atcholeg. Dont a reas da vezañ melldroader a vicher e skipailh broadel Ouganda. E levr kentañ a voe savet en atcholeg, ur yezh louoek. Un dastumad barzhonegoù e oa, embannet e 1953, Lak goudron miyo kinyero wi lobo. E oberenn anavezetañ, hag a roas brud dezhañ en estrenvro, eo Wer per Lawino ("Kan Lawino"), ur varzhoneg hir diwar-benn ur vaouez diwar ar maez hag he gwaz a ya da vevañ e kêr. Gantañ e-unan e voe troet "Song of Lawino" e saozneg hag embannet e 1966. Gant an oberenn-se e tapas brud en Afrika a-bezh hag er bed saoznek. Mont a reas da Vreizh-Veur d'ober studioù gwir hag antropologiezh e skolioù-meur Bristol, Aberystwyth hag Oxford. Ha tapout a reas un doktorelezh e skol-veur Oxford e 1963.

Distreiñ a reas da Ouganda, da gelenn e skol-veur Makerere. Gantañ e voe krouet ur festival sevenadurel e Gulu. Ren a reas ar c'hoariva broadel eus 1966 da 1968. Dre ma kave abeg e politikerezh gouarnamant Ouganda e rankas divroañ ha tremen a reas meur a vloaz en estrenvro, o kelenn e skolioù-meur er Stadoù Unanet, e Kenya, e Nigeria. N'eo nemet goude diskar renad Idi Amin Dada e tistroas da Ouganda, e 1982, da gelenn e skol-veur Makerere. Mervel a reas buan goude.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]