Mont d’an endalc’had

Ohm

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Ohm (unanenn))

An ohm (simbol Ω) eo an unanenn rezistañs elektrek deveret eus ar sistem etrebroadel (SI). Anvet eo bet evel se en enor da Georg Simon Ohm.

Un ohm eo ar rezistañs elektrek etre daou boent eus ur c'honduer pa vez produet ur red elektrek 1 amper er c'honduer-se gant ur voltadur digemm 1 volt pourvezet etre an daou boent-se, hep na vije nerzh elektromotor ebet er c'honduer-se.

Graet e vez ivez lezenn Ohm eus al liammadur :

Gant e volt, e amper hag e ohm.

Setu e klot an ohm gant V.A-1, pe c'hoazh en unanennoù diazez : m2.kg.s-3.A-2.