Oh! Darling

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Oh! Darling zo ur ganaouenn (3:26 he fadelezh) hag a glever en albom Abbey Road, a oa bet embannet d'an 26 a viz Gwengolo 1969 e Breizh-Veur ha d'ar 1añ a viz Here er Stadoù-Unanet gant ar strollad The Beatles.

Savet e oa bet gant Paul McCartney a felle dezhañ he c'hanañ evel pa vije chomet war al leurenn ur sizhun-pad : se zo kaoz en dije kanet anezhi diehan bemdez a-raok na vije bet enrollet, raouliet-mat e vouezh a-barzh fin ar gont.

Awenet diwar ganaouennoù rock eus dibenn ar bloavezhioù ’50 e oa Oh! Darling un ton difouge hag a aspede an hini karet da chom en eskemm ouzh ur garantez peurbadel.

N'haller ket lâret e oa bet plijet John Lennon gant doare kanañ Paul ken m'en doa lâret e 1980, o respont d'un atersadenn evit ar gelaouenn Playboy : « Oh! Darling a oa ur gaer a ganaouenn bet savet gant Paul met ne gane ket anezhi ken mat-se. A-viskoazh em eus gouvezet em bije graet gwelloc'h — ma doare-seniñ e oa, kentoc'h eget e hini. Skrivet e oa bet gantañ, setu ma oa bet kanet gantañ. ».