Mont d’an endalc’had

Ofiserien-Veur Kurunenn Bro-C'hall (deut eus Breizh)

Eus Wikipedia

Kavet e vo amañ anvioù hag ardamezioù konestabled, marichaled hag amiraled breton kurunenn Bro-C'hall, dre o orin, nestedoù, pe madoù.

1370 Bertrand du Guesclin, marvet e 1380. En argant e erez daoubennek en sabel, pigoset, teodet hag iziliet en gul, e c'housourin ivez en gul balirant.
1380 Olivier de Clisson, marvet e 1407. En gul e leon en argant, kurunet, teodet ha krabanet en aour.
1425 Arthur de Richemont, kont Breizh, marvet e 1458. En erminoù e zrailhenn en gul a deir fastell, pep hini karget gant tri leonparzh en aour.
1397 Jean de Rieux, marvet e 1417. En glazur e zek bezantenn en aour, 4, 3, 2, 1.
1417 Pierre Rieux-Rochefort, marvet e 1439. En glazur e zek bezantenn en aour, 4, 3, 2, 1.
1427 Jean de Brosse, kont Penteur. Palefarzhet : ouzh 1 ha 4 en glazur karget gant tri manal ed en aour ereet en gul ; ouzh 2 ha 3 en erminoù.
1429 Gilles de Laval, baron Raez, marvet e 1440. En aour e groaz en gul, karget gant pemp kregilhenn en argant ha heuliet gant c'hwezek erezan en glazur, pevar ouzh pep konk.
1439 André de Montfort-Laval, aotrou Lohieg, amiral Bro-C'hall e 1437, marvet e 1486. Evel an hini kent, gant un drailhenn en argant a deir fastell, karget pep hini gant div erminig en sabel.
1476 Pierre de Rohan de Gié, marvet e 1514.
1538

Claude d'Annebaud, baron Raez, amiral gall e 1544, marvet e 1552. En gul e groaz vrizhet.
1538 René de Montjean, beskont la Bellière, marvet e 1539. Plezhek etre aour ha gul.
1573 Albert de Gondy, dug Raez, marvet e 1602. En aour e ziv c'hadhorzh en sabel, lammellet, ha liammet en gul
1579 Jacques Gouyon, kont Matignon, marvet e 1597. En argant e leon en gul kurunet en aour.
1594 Charles de Cossé, dug Brissac, markiz Egigneg, marvet e 1621. En sabel e deir zreustell en aour dentek ouzh beg.
1595 Jean de Beaumanoir, markiz Lavardin, marvet e 1614. En glazur e unnek hanochenn en argant, 4, 3, 4.
1642 Jean-Baptiste Budes, kont Guébriant, marvet e 1643. En argant e binenn c'heotet, leinet gant ur sparfell en aour ha hebiaet gant div flourdilizenn en gul.
1676 Guy-Alfonse de Durfort-Duras, dug Lorge-Kintin, marvet e 1702. Palefarzhet : ouzh 1 ha 4 en argant e sourin en glazur, ouzh 2 ha 3 en gul e leon en argant.
1703 François-Louis Rousselet, markiz Châtelrenault, kont Kraozhon, besamiral e 1701, marvet e 1716. En aour e wezenn-derv c'heotet meziet en aour.
1708 Charles-Auguste Gouyon, kont Matignon, marvet e 1729.
1730 Alain-Emmanuel de Coëlongon, besamiral e 1716, marvet e 1730. En gul e dri skoedig en erminoù.
1741 Charles-Louis-Auguste Fouquet, dug ar Gerveur, marvet e 1761. En argant e gwiñver en gul
1758 Charles de Rohan, priñs Soubise, marvet e 1787.
1768 Guy-Michel de Durfort; dug Lorge-Kintin, marvet e 1773. Palefarzhet; ouzh 1 ha 4, en argant e sourin en glazur; ouzh 2 ha 3, e gul e leon en argant
1823 Jacques-Alexandre-Bernard Law; markiz Lauriston, marvet e 1828. En erminoù e sourin en gul, heuliet gant daou c'hilhog en glazur; e c'hrenngonk en glazur karget gant ur c'hleze en argant dornellet en aour
1830 Louis-Auguste-Victor de Ghaisne, kont Bourmont, marvet e 1846. Liammet e Breizh gant ar re Valory, Charbonneau, Coutances, Becdelièvre, Pantin de Landemont, de Langle
1437 André de Montfort-Laval de Lohéac

(e vo marichal e 1439).

Gwelout a-us, 1439
1439 Prigent de Coëtivy, marvet e 1450. Treustellet etre aour ha sabel a c'hwec'h pezh
1461 Jean de Montauban,

mestr meur Dourioù ha Koadoù e 1461, marvet e 1466

En gul e seizh mailhenn en aour, e zrailhenn en argant e beder bastell
1544 Claude d'Annebaud, baron Raez,

marichal c'hall e 1538, marvet e 1552

En gul e groaz en brizh
1683 Louis-Alexandre Bourbon, kont Tolosa, dug Penteür, gouarnour Breizh, marvet e 1737 En glazur e deir flourdilizenn en aour, e wifrell krennet en gul
1737 Louis-Jean-Marie de Bourbon, dug Penteür, gouarnour Breizh, marvet e 1793
1830 Victor-Guy Duperré, baron, par C'hall, ministr ar morlu, marvet e 1846 En glazur hadet gant stered en argant, e leon en aour balirant

Aluzenerien-veur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
1700 Pierre du Cambout de Coislin, kardinal, marvet e 1706 En gul e ziv dreustell wezboellek etre argant ha glazur
1713 Armand-Gaston-Maximilien de Rohan, kardinal, marvet e 1749
1749 Armand de Rohan-Soubise, kardinal, marvet e 1756
1777 Louis-René-Edouard, priñs Rohan, kardinal, marvet e 1803
1422 Tanguy du Chastel, provost Pariz; marvet e 1449 Treustellet etre aour ha gwad a c'hwec'h pezh
1484 Guy de Laval, kont Laval ha Moñforzh; marvet e 1500 En aour, e groaz en gul, karget gant pemp c'hregilhenn en argant, hag heuliet gant c'hwezek erezan en glazur, pevar ouzh pep konk

Kambrellaned-veur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1775. Henri-Louis-Marie de Rohan, dug Montbazon, priñs ar Gemene, marvet e 1808.
1451 Tangy du Chastel, beskont la Bellière, marvet e 1477 Treustellet etre aour ha gwad a c'hwec'h pezh
1470 Alain Gouyon, aotrou Villiers ha Thieuville, marvet e 1490 En argant e leon en gul kurunet en aour

Boutailherien ha hanaferien veur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
1427 Jacques de Dinan de Montafilant, marvet e 1444 En gul e beder werzhidenn en erminoù, heuliet gant c'hwec'h bezantenn ivez en erminoù.
1442 Jean de Rosnyvinen, hanafer kentañ, marvet e 1454 En aour e joskenn hoc'h-gouez en sabel, diframmet en gul ha stilhonet en argant.
1446 Guillaume de Rosnyvinen, hanafer kentañ, marvet e 1495 //
1469 Jean du Fou / Faou de Rustéphan, hanafer meur, marvet e 1498 En glazur e leonparzh en aour
1498 Charles de Rohan de Gyé, hanafer meur, marvet e 1516
1665 Pierre de Perrien, markiz Krenan, hanafer meur, marvet e 1670 En argant e bemp werzhidenn en gul sourinet

Gwenaerien veur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
1457 Rolland du Liscöet, marvet e 1468 En argant e gab en gul karget gant pemp c'hanochenn en argant, 3, 2
1467 Guillaume de Callac; kambrellan ar roue Loeiz XI En aour e ziv dreustell en gul
1472 Yves du Fou / Faou, marvet e 1488 En glazur e leonparzh en aour
1481 Georges de Châteaubriant, aotrou Roches-Baritaut En gul hadet gant flourdiliz en aour
1602 Hercule de Rohan, dug Montbazon, marvet e 1654
1654 Louis de Rohan, priñs ar Gemene, marvet e 1667.
1667 Louis de Rohan, marc'heg ar Gemene, marvet e 1674

Mistri-veur koadoù ha dourioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
1356 Robert de Coëtelez En gul e fenn gad en aour
1461 Jean de Montauban, aotrou Landal, ivez amiral e 1461, marvet e 1466 En gul e seizh vailhenn en aour, e zrailhenn en argant e beder bastell
1466 Louis de Laval, aotrou Chastillon ha Kemper-Gwezhenneg, marvet e 1489 En aour e groaz en gul karget gant pemp c'hregilhenn en argant, heuliet gant c'hwezek erezenn en glazur, peder ouzh pep konk; e erion e sabel hadet gant bezantennoù en argant