Mont d’an endalc’had

Ocotepeque

Eus Wikipedia

Ocotepeque zo ur gêr eus Honduras ha kêr-benn departamant Ocotepeque. 13,940 a dud zo enni , hervez niveradeg 2020. War lez ar stêr Lempa emañ, nepell diouzh an harzoù gant El Salvador ha gant Guatemala (18 km)

En 1934 (7 Mezheven) e voe distujet kêr gant dour-beuz ar Río Marchala, ha kaset ar gêr-benn-departamant da Sinuapa. Savet e voe Nueva Ocotopeque e 1935 hag anvet da gêr-benn departamant. En 1958 eo kemmet anv Nueva Ocotepeque en Ocotepeque.

E 1969 e voe aloubet kêr gant arme El Salvador e-pad Brezel ar Vell-droad.