Mont d’an endalc’had

Geryon

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Oc'hen Gerion)

Geryon (Γηρυών Gêryốn pe Γηρυόνης Gêryónês e henc'hresianeg) a oa ur gigant e mojennoù Hellaz kozh, mab da C'hrysaor ha d'an Okeanidenn Kalliroe.

Emgann Herakles ha Geryon.

Ur pezh ramz e oa, tri fenn dezhañ, tri bruched, c'hwec'h brec'h ha c'hwec'h dorn. O chom e oa du-hont er c'hornôg pellañ en un enez anvet Erytheia, ("an hini ruz"), unan eus inizi an Hesperidezed, e penn kornôkañ ar Mor Kreizdouar, en tu all da golonennoù Herakles.

Eno e peure e dropellad oc'hen, biskoazh kaeroc'h, gant skoazell e vesaer Eurytion hag e gi Orthos, ul loen daoubennek anezhañ.

Lazhet e voe gant Herakles ha laeret e vagad oc'hen.

Mojenn gatalan

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez ur vojenn gatalan, meneget en Atlàntida Jacint Verdaguer, edo ar ramz Gerion o klask bezañ roue Spagn hag e rede war-lerc'h ar rouanez Pyrene d'he lazhañ. Un tantad bras a reas. Herakles a welas moged a bell hag a deuas da welout. Kavout a reas Pyrene o vougañ. Klask a reas he saveteiñ, en aner. Gant ar gonnar ez eas da glask kann ouzh Gerion, d'e lazhañ. Graet e stal dezhañ, hag an haroz neuze da sevel ur bern mein en enor d'ar plac'h, ha setu penaos e voe savet ar Pireneoù.

Kontet e vez ivez e voe savet kêr Girona, un anv damheñvelson, gant Geryon.