Vida de Luís Carlos Prestes
Seurt oberenn | romant |
---|---|
Aozer | Jorge Amado |
Bro orin | Brazil |
Yezh an oberenn pe an anv | portugaleg |
O Cavaleiro da Esperança pe Vida de Luis Carlos Prestes (brezhoneg: Marc'heg ar Spi, Buhez Luis Carlos Prestes) zo ul levr embannet e 1942 gant Jorge Amado. Ur skrid buhez eo eus ar reveulzier brudet a orin brazilian Luis Carlos Prestes.
Marc'heg ar Spi a veul nerzh kalon Prestes. E 1924 e oa bet o vale 25 000 kilometer gant ar Golonenn Prestes. E 1935 en doa savet Kevredad Vroadel an Dieubidigezh ha penn e oa bet d'an "Irienn Komunour". Lakaet e oa bet en toull-bac'h e 1936 e-kerzh diktatouriezh Getúlio Vargas, gant e wreg hag a zo dougerezh.
Al levr a zo ur veul-gan da mennozhioù Prestes ha d'an den. Amado en doa laret, e oa bet skrivet al levr “gant froud, a-zivout un den a zo karet”. En desped da-se, e vez brasaet gant Amado roll Prestes, ha ma vez dedennus ar skrid-buhez eo "evel testenniñ eus al liamm etre an arz hag ar politikerezh".