Mont d’an endalc’had

Nupirau

Eus Wikipedia

Nupirau eo anv bro Gwambiaiz en o yezh. Ur bobl indian eus mervent Kolombia eo Gwambiaiz. Savet eo an anv diwar an elfennoù nu (bras) ha pirau (douar). Adkavout a reer an anv-se en anv Novirao unan eus kumunioù Kolombia e mervent Silvia.


Setu da heul ar vro a sell Gwambiaiz outi evel o hini, an nupirau : "ar bevennoù anezho (hon douaroù) a groge en Alto de Chapas, tost d'ar pezh zo bremañ Santander de Quilichao, ac'hano ez ae betek al lenn Chapas, o tiskenn gant ar stêr Suárez ha, goude-se, o tremen dre Honduras (e kumun Morales), e pignent betek Pico de Aguila ha Tierras Blancas; diskenn a raent, da-heul, dre El Tambo (anv kumun), o kemer tout ar "pubenenses" betek degouezhout e Pupayán. Adalek Pupayán ez aent o pignat gant ar stêr Palasrø (Palacé) evit tizhout Totoró ha tremen dre Yerbabuena (e kostez diabarzh ar menezioù dre du Malvazá), dre menezioù parentsik løstik kekau, koadegi gouez anvet ivez Kuskuru, ha chadenn Guanacas (e kumun Inzá). Oc'h heuliañ an hevelep kribenn sko ouzh Yaquivá e tremenent dre Granizal, Boqueró, Piedra Ensillada, Peñas Blancas ha kern Pitayó (e Kumun Silvia). Gouez da lod e endalc'hent ivez kernioù Mosoco, en tu all d'ar chadenn. Mont a raed dre stêr Pitayó da zifourkañ e Jambaló, Lomagorda ha Pioyá (e Kumun Caldono); ac'halese, war-draoñ ar gribenn, da Munchique, dre andonioù Mondomo. Eus Munchique ez aent da Santander (de Quilichao) ha da lenn Chapas da glozañ".

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Encrucijadas de Colombia Amerindia, ICAN, Colcultura, Bogotá, 1993 p. 14.
  • Hombres de Paramo y Montaña, Los Yanaconas del Macizo Colombiano; Historia Local; Carlos Vladimir ZAMBRANO; ICAN, Colcultura, PNR; Kolombia -1993, p. 33.