Nupedia

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Nupedia, the open content encyclopedia
Ardamezioù disheñvel Nupedia.
  • ██ Kentañ logo
  • : Meurzh 2000–Eost 2000
  • ██ Eil logo
  • : Eost 2000–C'hwevrer 2001
  • ██ Trede logo
  • : C'hwevrer 2001–Gwengolo 2003
    Skouer ur bajenn Nupedia war marevezh klasel ar sonerezh

    Nupedia a oa un holloueziadur saoznek en-linenn.
    Ar pennadoù a veze savet gant tud a-youl-vat arbennikaet war ar sujedoù displeget ; adwelet e veze an danvez gant arbennigourien a-raok bezañ postaet en-linenn da vat. Dieub e oa an aotreoù implij.

    Savet e oa bet Nupedia gant Jimmy Wales hag arc'hantet e oa gant Bomis. Pennrener ar skrivañ e oa Larry Sanger.

    Bez' ez eus bet eus Nupedia etre miz Here 1999 ha miz Gwengolo 2003. Brudet eo dreist-holl hiziv-an-deiz evel diagentad Wikipedia.
    An diforc'h bras etre Wikipedia ha Nupedia eo ar seizh pazenn adwelet ar pennadoù a-raok ma vefent lakaet en-linenn, padal e vez adwelet Wikipedia forzh pegoulz ha gant forzh piv goude an embann.

    Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]