Non ho l'età

Eus Wikipedia
Ur pennad Non ho l'età (film) zo ivez.
Gigliola Cinquetti ha Patricia Carli, luc'hskeudennet e Sanremo.

Non ho l'età (Per amarti) (N'emaon ket en oad (Da'z karout)) a zo ur ganaouenn italianek savet gant Mario Panzeri (1911-1991) ha Nicola Salerno[1] (1910-1969).

Kanet e oa bet gant an arzourezed italian Gigliola Cinquetti (1947-) hag italian-belgiat Patricia Carli (1938-) da-geñver ar Festival di Sanremo bet dalc'het eno (30 a viz Genver-1añ a viz C'hwevrer 1964).
Aet gante ar maout e voe dibabet Gigliola Cinquetti da vont da gKopenhagen da zifenn chañsoù Italia evit an Eurovision ma c'hounezas-hi ar genstrivadeg adarre (21 a viz Meurzh 1964).

Embannet e voe Non ho l'età war ur bladennig daou ditl[2] gant Compagnia Generale del Disco (CGD) e miz Genver 1964. Berzh bras a reas ha renket e voe da gentañ a-fet gwerzhioù e Belgia, Frañs hag Italia, da eil en Izelvroioù ha da drede en Alamagn hag e Norvegia.

Selaou Non ho l'età (Per amarti)...[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]