Mont d’an endalc’had

Nikolaz II Rusia

Eus Wikipedia
Nikolaz II (wd 1909)

Nikolaz II (e rusianeg: Николай II, Николай Александрович Романов, Nikolay II, Nikolay Aleksandrovitch Romanov [nʲɪkɐˈlaj ftɐˈroj, nʲɪkɐˈlaj əlʲɪkˈsandrəvʲɪtɕ rɐˈmanəf]), ganet d'an 18 a viz Mae 1868 ha drouklazhet gant ar Volcheviked d'ar 17 a viz Gouhere 1918, e voe an diwezhañ impalaer eus Rusia, Dug Meur Finland ha Roue Polonia.

E ren a wellas kouezhadenn Impalaeriezh Rusia tremenet eus unan eus ar galloudoù pennañ er bed etrezek ur grizenn ekonomikel ha ramzel drastus. Gant Trajedienn Khodynka, pogromoù enep-yuzev, ar Sulvezh Gwadus, flastradenn garv Dispac'h Rusia 1905, lazhadeg an enebourien politikel ha dre bezañ lakaet da bennkaoz ar Brezel etre Japan ha Rusia e voe lesanvet Nikolaz ar Gwadus, pe Nikolaz Vil gant e enebourien politikel. An istoriografiezh Soviedel en devoa roet ur skeudenn mantrus eus an Tzar diwezhañ diskouezet evel un den gwan, gwadus, hag en devoa degaset dre choazoù fall kolloù brezel ramzel ha marv milionoù eus e sujedoù. Hiziv-an-deiz ez eo sioulaet a glaz ar sell-se.

Unan eus fotoioù diwezhañ Nikolaz II Rusia e Tsarskoye Selo a-raok bezañ lazhadeget gant e holl familh.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.