Nijell dianavez
Un nijell dianavez, pe nijell dianav, berraet e NiDi[1], a zo un anadenn en oabl gwelet gant testoù, merzet war skrammoù ur radar pe enrollet gant ur c'hamera video pe ul luc'hwkeudennerez, ha na denn da netra anavezet ebet, goude un enklask zoken. Er sevenadur pobl e vez graet alies al liamm etre NiDi hag egorlistri deuet eus planedennoù all.
Termenadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Graet e vez alies gant ar gwreskanv saoznek UFO (Unknow Flying Object), en deus roet ar ger ufologiezh hag a zo studi seurt anadennoù, hag ivez gant ar ger gallek Ovni (gwreskanv evit Objet volant non identifié).
Muioc'h-muiañ e reer e saozneg gant an anv UAP (unidentified aerial phenomena), hag e galleg gant ar ger PAN : Phénomène aérospatial non identifié.

Emzalc'h ar pennadurezhioù stadunanat
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'ar 27 a viz Ebrel 2020 eo bet embannet ent-ofisiel gant ar Pentagon videoioù NiDi merzet gant binvioù-leviañ nijerezioù hemolc'h Morlu ar Stadoù-Unanet.[2]
Anzav a ra ar Pentagon, en un danevell lakaet foran d'ar 25 a viz Even 2021, e lak ar PANoù ur gudenn a surentez broadel, hag eo ret dezrannañ donoc'h an traoù.[3].
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Danevelloù melestradurezhioù SUA eus al Levraoueg Foran Titouriñ e Skol-veur Kolorado Boulder
- "Teuliadoù nevez diwar-benn NiDioù embannet gant gouarnamant ar R.U." gant an Dielloù Broadel
- Teuliadoù dirummataet diwar-benn NiDioù eus kalz broioù
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Martial Ménard, Dictionnaire français-breton, Palantines, 2012, p.960.
- ↑ UFO report: US finds no explanation for sightings e BBC, 2021-06-25.
- ↑ Ovnis : "Un défi pour la sécurité nationale", un rapport du gouvernement américain alerte sur 144 observations e midilibre.fr.
