Nicolas Jacques Pelletier
Nicolas Jacques Pelletier, ganet e-tro 1756, ha marvet e Pariz d'ar 25 a viz Ebrel 1792, a oa un torfedour. Brudet eo dre ma voe ar c'hentañ den bet kondaonet d'ar marv ha lazhet en ur implij ar guillotine war ar place de Grève.
Al lazhadenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Al lazhadenn a oa bet sevenet gant ar bourev Charles-Henri Sanson, war ar place de Grève e Pariz, d'ar 25 a viz Ebrel 1792, da 3 eur 30 en ur implij ar guillotine. An arvesterien niverus a oa boas da welet lazhadennoù hir ha poanius (tud krouget, dibennet gant ur c'hleze pe freuzet ouzh ur rod) hag a c'helle padout eurvezhioù. Ar re-se a voe sabatuet ha kounnaret o welet e oa bet ken prim al lazhadenn ha diboan. Huchet e voe war ar bourev Sanson.
An devezh goude al lazhadenn, ur ganaouenn a veze kanet dre ar straedoù : « Rentit din ma c'hroug-lec'h koad, rentit din ma c'hrouglec'h».