Nick Hornby
Ur skrivagner saoz eo Nick Hornby, ganet e 1957. Anavezet eo e romantoù “High Fidelity” hag “About a Boy” hag e emvuhezskrid “Fever Pitch”, ma kont e garantez ouzh ar vell-droad. Alies mat e vez tud sorc'hennet pe dibal en e levrioù.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa e Redhill, Surrey, Bro-Saoz d’ar 17 a viz Ebrel 1957. Pa oa 11 vloaz e oa dizimezet e dud. Dimezet eo bet div wech. Ur mab (ganet e 1992) hag a zo taget gant an “aotism” en deus bet gant e wreg kentañ, ha daou vab (ganet e 2003 ha 2005) gant ar broduerez Amanda Posey, e eil gwreg.
E 1992 en deus embannet e emvuhezadur anvet “Fever Pitch” ma tispleg e zarempred trelatet gant ar skipailh mell-droad “Arsenal Football Club”. Bet en doa ar priz William Hill Sports Book Of The Year (“Levr-sport Ar Bloaz“) gant al levr-se. Goude-se en deus kroget Hornby da skrivañ pennadoù e-barzh kazetennoù Sunday Times, Time Out ha Times Literary Supplement. Skrivet en deus ivez barnadennoù sonerezh e-barzh New Yorker. E 1995 en deus embannet e romant kentañ, High Fidelity, hag a zo brudet-tre. Ur film a oa bet graet diwar-benn al levr-se e 2000 gant Stephen Frears gant John Cusack e roll ar pennc’hoarier. Bet en deus Nick Hornby ur bern prizioù evit e romantoù hag evit e oberennoù all.
Sonerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pouezus-bras eo ar sonerezh e buhez Nick Hornby. Ul lod bras eus e levrioù zo liammet gant ar sonerezh en ur mod. Penndanvez e romant kentañ (High Fidelity) hag hini diwezhañ betek bremañ (Juliet, Naked) eo ar sonerezh ha tud dedennet-bras (pe kentoc’h re vras) gantañ. Darempredoù gant bed ar sonerezh en deus Nick Hornby e-unan ivez. Kenlabourat a ra gant strollad rock “Marah”. Graet en deus tro ar bed gant ar strollad-se o lenn e skridoù diwar-benn ar sonerezh e-pad ar sonadegoù.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Romantoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (1995) High Fidelity
- (1998) About a Boy
- (2001) How to Be Good
- (2005) A Long Way Down
- (2007) Slam
- (2009) Juliet, Naked
Danevelloù
- (1998) Faith
- (2000) Not a Star
- (2005) Otherwise Pandemonium
Oberennoù
- (1992) Contemporary American Fiction ISBN 0312042132
- (1992) Fever Pitch ISBN 0-14-029344-2
- (2003) 31 Songs ISBN 0-14-101340-0 (Embannet ivez dindan an anv Songbook e Stadoù Unanet, ISBN 1-57-322356-5)
- (2004) The Polysyllabic Spree ISBN 1-932416-24-2
- (2006) Housekeeping vs. the Dirt ISBN 1-932416-59-5
- (2008) Shakespeare Wrote for Money ISBN 1-934781-29-0
Dastumadennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (1993) My Favourite Year: A Collection of Football Writing ISBN 0-7538-1441-2
- (1996) The Picador Book of Sportswriting ISBN 0-330-33133-7
- (2000) Speaking with the Angel ISBN 0-14-029678-6
- (2005) Otherwise Pandemonium ISBN 0-14-102251-5
Filmoù savet diwar-benn e levrioù
- 1997 Fever Pitch — sevenet gant David Evans; senario gant Nick Hornby
- 2000 High Fidelity — sevenet gant Stephen Frears
- 2002 About a Boy — sevenet gant Chris and Paul Weitz
- 2005 Fever Pitch — sevenet gant Bobby and Peter Farrelly
- 2009 An Education — sevenet gant Lone Scherfig, senario gant Nick Hornby