Ni endalc'hus hag ezdalc'hus

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Er yezhoniezh e vez implijet an termenoù ni endalc'hus (saoz.: inclusive we) ha ni ezdalc'hus (saoz.: exclusive we) evit komz eus un diforc'h graet gant yezhoù zo etre daou stumm raganv-gour ar c'hentañ gour liester "ni" hervez ma vez dalc'het kont eus an hini m'emeur o kaozeal gantañ/i (stumm endalc'hus) pe get (stumm endalc'hus), evel-hen:

C'hwi/Te endalc'het?
Ya Nann
Me
endalc'het?
Ya Endalc'hus Ezdalc'hus
Nann Gour 2
("te"/"c'hwi")
Gour 3
("eñ"/"hi"/"int")


Da skouer e malayeg hag er yezh kar indonezeg, e vez implijet ar raganav endalc'hus kita hag ar raganv ezdalc'huskami. Posubl eo lâret neuze:

"Mont a raimp (kami) da brenañ traoù ha neuze e tebrfomp (kita)"

o lakaat sklaer ne ranko ket an hini pedet da debriñ m'emeur o komz gantañ/i dont da brenañ traoù ganeoc'h.

Daoust ha ma n'eus yezh europek ebet ma vez graet an diforc'-mañ ganti ec'h eo ur perzh kavet alies a-walc'h etre yezhoù ar bed dre vras, en o zouez: ar sinaeg, ar yezhoù aostreznezek (d.s. malayeg, indonezeg, tagalogeg...), yezhoù norzh Aostralia, ar yezh pidjin Tok pisin, meur a yezh dravidek, ar yezhoù moundek, meur a yezh komzet e reter Siberia evel an evenkieg, an hanter eus ar yezhoù komzet en Amerikaoù, un nebeud yezhoù kaokazek hag afrikanek hag un nebeudig yezhoù indezeuropek, da skouer ar marateg hag ar goudjarateg.

Er yezhoù gante an diforc'h etre ur raganv endalc'hus hag ur raganav ezdalc'hus ha ma vez displeget gante ar verboù evit klotaat gant ar gour, evel er yezhoù komzet en Aostralia ha meur a hini komzet en Amerikaoù, e vez diforc'het stummoù ar verb ivez, da skouer e passamaquoddy:

"Hon eus anezhañ/i" / "Ganimp emañ":

Unander n-tíhin (rakger evit ar 1añ gour n-)
Ezdalch'us n-tíhin-èn (kentañ gour n- + lost-ger liester -èn)
Endalc'husk-tíhin-èn (rakger endalc'hus k- + liseter -èn)

Gwelit ivez[kemmañ]