Mont d’an endalc’had

Antilopenn-vusk

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Neotragus moschatus)
Antilopenn-vusk


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Artiodactyla
Isurzhad : Ruminantia
Kerentiad : Bovidae
Iskerentiad : Antilopinae
Genad : Neotragus
Anv skiantel
Neotragus moschatus
Von Dueben, 1846
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


An antilopenn-vusk, pe suni, (Neotragus moschatus pe Nesotragus moschatus) a zo un antilopenn vihan hag a vev e reter ha su Afrika (Kenya, Tanzania, Malawi, Zimbabwe, Mozambik ha Suafrika).

Doareoù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra hec'h anv eus ar c'hwezh kreñv a zo gant un dourenn ezveret gant ar gwagrennoù dirak poulloù e zaoulagad.

War-dro 5 kg eo he fouez. Brizhellek eo he c'hein gell-ruz pe gris. Gwenn eo he c'hof, he gouzoug ha tro-dro d'he daoulagad. Ur vandenn zu zo a-us he c'harnioù.

Kerniel zo gant ar par hepken.

Ar par a verk e diriad (war-dro 3 ha) gant an dourenn musk-heñvel. Gouennañ a ra gant ur barez pe meur a hini (betek peder) etre miz Du ha miz Meurzh.

An dougen a bad 6 miz hag ur menn nemetañ a vez ganet. Teñvaloc'h eo ar suni yaouank eget al loened gour ha dre-se e c'hell kuzhat aezetoc'h en natur.

Aonik eo an antilopenn-vusk hag oberiant dreist-holl diouzh an noz. Chom a ra er goudor diouzh an deiz.