Mont d’an endalc’had

Neon gwer

Eus Wikipedia
Neon gwer

Paracheirodon simulans.
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Actinopterygii
Urzhad : Characiformes
Kerentiad : Characidae
Genad : Paracheirodon
Anv skiantel
Paracheirodon simulans
(Géry, 1963)
spesadoù all :

Paracheirodon innesi : neon
Paracheirodon axelrodi : kardinal

D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Pesk akwariom
Paracheirodon simulans
[[|250px]]
Livadur
Anvioù latin arall {{{synonyme latin}}}
Anvioù boutin Neon gwer
Orin Brazil
Ment 2 cm
Disheñvelder etre ar reizhoù Stankoc'h e vez korf ar barrezed
Buhez 2 bloavezh
Mirerezh en Akwariom
Gwrez an dour 23-27C
pH 5.5 - 6
Kaleter an dour >5 dh
Boued holl
Lec'h bevañ en akwariom kreiz
Darempredoù peoc'hek
Akwariom bihanañ 60 cm
Diaester 2

Pesked dour dous eus kerentiad ar Characidae eo an neoned gwer. Kavet e vezont e-barzh an Orinoko hag ar Rio Negro e Brazil.

Heñvel eo an neoned gwer ouzh ar paracheirodon innesi, pe neon glas, dezhe pep a gof ruz skedus hag a linenn c'hlas hag a red eus ar penn betek al lost. Un tamm bihanoc'h e vezont avat. Muzuliañ a reont etre 2 ha 3,5 cm. Ar parezed a vez un tammig brasoc'h eget ar piri.

Evel ar Paracheirodoned arall e vev an neoned gwer e doureier du ha trenk (pH 5,5 - 6,0). Abalamour da se e vez aliet silañ an dour gant taouarc'h ma fell d'an den o mirout e-barzh un akwariom. Plijout a ra dezhe ur wrez etre 23 ha 27°C. Evel an holl Characidae o deus ezhomm eus kalz oksijen ha plijout a ra dezhe an akwariomoù plantet stank. 54 litr dour a zle bezañ en akwariom d'an nebeutañ ha 60 cm hirder a zle bezañ ennañ, dezhe da c'hellout mont ha dont. Koulskoude un akwariom a 120 litr, dezhañ ur metr hirder a zere gwelloc'h dezhe.

Emzalc'h ha gouennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pesked peoc'hek int ha bevañ a reont e moudennoù-pesked. Abalamour da se e tleer o mirout e strolladoù un degad pesked d'an nebeutañ pe mesket gant gouennoù pesked bihan all damheñvel. O mirout a c'heller gant an darn vrasañ eus ar pesked bihan. Gwelloc'h eo chom hep mirout anezhe gant pesked evel an discused pe ar skalered avat a c'hellfe o debriñ.

Diaes eo o lakaat da ouennañ e-barzh an akwariomoù rak ezhomm o deus eus dour dous-tre (1-2 KH, pH 5,2-5,8). Dozviñ a reont er struj, e kornioù teñvalañ ar stêr (pe an akwariom). Kizidik-tre eo ar vioù hag ar munus ouzh ar gouloù.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

(fr) Neon gwer war Aquabase.org

Listenn pesked akwariom