Nemo censetur ignorare legem
Neuz
Nemo censetur ignorare legem zo ul lavar latin, deuet eus ar gwir roman, hag a embann n'hall den chom hep anavezout al lezenn, hag a zo unan eus lavaroù-stur ar gwir. Ur stumm all zo da laret : Nemini licet ignorare ius, "n'eus den aotreet da chom hep anavezout ar gwir". Er c'h-Codex Iustinianus e lenner : ignorantia legis non excusat.
Evel ma ne c'hall den anavezout an holl lezennoù eo ret kompren n'hall den en em zifenn dirak ul lez-varn o kemer da arguzenn n'anaveze ket al lezenn a damaller dezhañ bezañ torret. Diazezet eo ar gwir war al lezenn, ha n'eo ket war gredenn hini pe hini, se zo kaoz e komzer eus fictio legis, ur fed diwir hogen rekis evit gallout lakaat ar gwir da dalvezout.