Neil Diamond

Eus Wikipedia
Neil Diamond e miz Eost 2012.

Neil Diamond, bet ganet Neil Leslie Diamond d'ar 24 a viz Genver 1941 e Brooklyn (e Kêr New York, Stadoù-Unanet Amerika), a zo ur c'haner-sonaozer stadunanat hag en deus kroget gant e vicher e 1962.

Anavezet eo evit bezañ savet sonerezh Jonathan Livingston Seagull, ar film sevenet gant Hall Bartlett a deuas e-maez e miz Here 1973.