Naypyidaw

Eus Wikipedia
Lec'hiadur Naypyidaw

Naypyidaw eo kêrbenn Myanmar abaoe miz Du 2005. Tri c'hilometr e kornôg kêr Pyinmana emañ ha 320 km e hanternoz Yangon (Rangoon), kêrbenn kent ar vro.

Ur gêr nevez eo Naypyidaw ha n'eo ket peursavet c'hoazh. Daoust da se eo trede brasañ kêr ar vro (goude Yangon ha Mandalay) gant 925.000 annezad e 2009.