Nayib Bukele

Eus Wikipedia
Nayib Bukele e 2015

Nayib Armando Bukele Ortez, ganet d'ar 24 a viz Gouhere 1981, zo ur politikour ha den a aferioù Salvadorian. Dilennet eo bet da brezidant ar vro, goude bezañ bet trec'h en dilennadeg prezidant e 2019. Kadoriet e vo d'ar 1añ a viz Even 2019. Dont a raio da vezañ neuze an eil prezidant goude José Napoleón Duarte (1984-1989) da vezañ dilennet hep bezañ ezel eus an daou strollad politikel pennañ, an FMLN pe an ARENA. Bukele a oa kannad en anv ar strollad kreiz GANA.

Buhez prevez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimezet eo gant ar bsikologourez Gabriela Rodríguez[1].

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]