National Army (Iwerzhon)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Skoed ardamez an National Army

An National Army, lesanvet Free State army pe the Regulars, a oa lu Stad Dieub Iwerzhon etre an 31 a viz Genver 1922 hag ar 1añ a viz Here 1924. Diazez e oa bet e roll e-pad Brezel diabarzh Iwerzhon, pa oa bet o tifenn an ensavadurioù nevez savet gant ar Skrid-emglev Iwerzhonat-Saoz. Michael Collins, a oa penn uhelañ al lu adalek savidigezh an arme betek ma vefe lazhet gant izili an IRA a oa a-enep ar skrid-emglev e miz Eost 1922. Erlec'hiet e oa bet gant Richard Mulcahy.

Soudarded an National Army dirak ar Royal Hotel e Limerick e 1922

Ar c'hentañ wech ma voe gwelet al lu-se a oa bet d'an 31 a viz Genver 1922, pa voe kemeret ar galloud gantañ war barakennoù Beggars Bush diouzh ar British Army. An izili kentañ a oa bet reoù eus an Irish Volunteers pe eus an Irish Republican Army (IRA) hag a oa a-du gant ar skrid-emglev ha "Gouarnamant da C'hortoz Iwerzhon". Cheu a oa savet etre an National Army ha nerzhioù enep skrid-emglev an IRA, ar re-se a oa emsavet a-enep gouarnamant Stad Dieub Iwerzhon.

D'an 28 a viz Even 1922, an National Army a lakae kanoliañ an nerzhioù enep skrid-emglev a oa er Four Courts e Dulenn, kroget e oa evel-se Brezel-diabarzh Iwerzhon.

Paul James, un ofiser eus an Irish National Army e Hetherington, e-pad ar Brezel diabarzh iwerzhonat