Nassau-Oranien-Fulda
Neuz
Priñselezh Nassau-Oranien-Fulda (alamaneg : Fürstentum Nassau-Oranien-Fulda) zo bet ur briñselezh en Impalaeriezh santel roman etre 1803 ha 1806.
E 1795 e kollas Willem V, priñs Oranje-Nassau, e zouaroù en Izelvroioù pa voe savet ar Republik Batav gant ar Republik c'hall. Chom a reas gantañ :
- priñselezh abati Fulda ;
- abati Corvey ;
- kêr Dortmund ;
- abati Weingarten ha prioldi Hofen ;
- provostiezh Sankt Gerold ( e Vorarlberg, gwerzhet e 1804 da Aostria)
- deanelezh Bandern (e Liechtenstein, gwerzhet e 1804 da Aostria)
- abati Dietkirchen.
Adlodennet e voe an douaroù-se hag adanvet :
- priñselezh Corvey a voe staget ouzh rouantelezh Westphalia d'ar 7 a viz Kerzu 1807 ;
- kontelezh Dortmund, a voe staget ouzh arc'hdugelezh Berg d'ar 1añ a viz Meurzh 1808 ;
- priñselezh Fulda, a voe staget ouzh arc'hdugelezh Frankfurt d'an 10 a viz Mae 1810 ;
- aotrouniezh Weingarten.