Nagaika
Iskevrennad eus | Skourjez |
---|---|
Anvet diwar | Nogais |
Nagaika pe nagyka pe nagayka (rusianeg: нага́йка) zo ur skourjez verr implijet gant ar Gozaked. Da gentañ e oa implijet gant ar bobl Nogai, setu perak e oa graet "nogaika", pe "skourjez Nogai" anezhañ da gentañ.
Graet e vez ivez камча, pe kamcha, anezhañ, diwar ar ger turkek "kamçi" evit "skourjez". Implijet e vez ivez ar ger kamcha evit skourjezoù berr kreiz Azia a orin aziatek.
An nagaika a vez savet gant tammoù lêr. A-wechoù e vez kavet un tamm houarn e penn ar skourjez. Implij diazez an nagaika a oa evit reiñ lañs d'ar c'hezeg. Ouzhpennet e oa bet un tamm houarn evit en em zifenn a-enep ar bleizi, volkoboy a veze graet eus ar skourjez-se.
Un implij milourel a oa bet graet ivez eus ar skourjez: evit skeiñ war an dud dizarmet, kastizañ soudarded, skourjezañ an enebourien.
E 2005 pa voe adsavet bagadoù Kozaked e oant bet dafaret gant ar skourjezoù nagaika, ouzhpenn o armoù hengounel. E 2014, stourmerezed ar Pussy Riot a voe taget gant Kozaked oc'h implij an nagaika a-enep dezho.