Nabilla Benattia

Eus Wikipedia
Nabilla Benattia e South Beach e 2023

Nabilla Benattia, graet alies Nabilla anezhi nemetken, zo ur c'hallez-suisez a labour evit ar skinwel, ganet d'ar 5 a viz C'hwevrer 1992 en Ambilly (Haute-Savoie).

Murlivadur e Perpignan oc'h adkemer ar frazenn brudet.

Klasket he devoa bezañ un top model pa oa krennardez met en aner. E 2011 e oa krog da gemer perzh en abadennoù skinwel. E miz Meurzh 2013 e teuas brud dezhi pa oa o kemer perzh en abadenn Les Anges de la téléréalité. E-pad pemvet koulzad an abadenn he devoa distaget ar frazenn chomet brudet « Allô ! Non, mais allô quoi !… ». An ton implijet ganti en devoa krouet ur buzz war ar rouedad Internet.