Mont d’an endalc’had

Scottish Borders

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Na Crìochan)
Sede pelec'h emañ ar Scottish Borders.

Ar Scottish Borders (Na Crìochan e gouezeleg) zo unan eus an 32 takad-kuzul eus Bro-Skos, etre Dinedin ha Bro-Saoz er gevred. En em ledañ a ra war torgennoù ar Southern Uplands, hag a-hed ar stêr Tweed. Emañ ar pennlec'h e Newtown St. Boswells. Etre 1975 ha 1996 e oa ur Rannvro eus Bro-Skos, gant an anv Borders hepken.

En e ster istorel e talveze Scottish Borders d'ober anv eus ar rannvro a-bezh a-hed an harzoù, koulz e tu Bro-Saoz hag e tu Bro-Skos.

Bro ar romantour Walter Scott: e Melrose e vevas ha beziet eo en Abati Dryburgh.

Maezioù ar Scottish Borders