Na Cealla Beaga

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Porzh na Cealla Beaga

Na Cealla Beaga (Killybegs e saozneg[1]) zo ur gêr vihan e kontelezh Dún na nGall en Iwerzhon. Porzh pesketa brasañ ar vro eo, war aod kreisteiz ar gontelezh, nepell diouzh kêr Dún na nGall.

Talvezout a ra an anv Na Cealla Beaga kement hag "Ar C'helloù Bihan" en iwerzhoneg, abalamour d’ar venec'h a oa diazezet eno gwechall-gozh. En hañv e vez ur gouel en enor d’ar besketaerien, ma vez benniget ar bagoù.

E 2016 e oa 1 236 a dud o vevañ e Na Cealla Beaga.[2]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]