Mpule Kwelagobe

Eus Wikipedia

Mpule Kwelagobe (ganet d'ar 14 a viz Du 1979 e Gaborone) zo ur vaouez eus Botswana gounezet ganti kenstrivadegoù kened. Bet eo Miss Botswana e 1997 ha Miss Hollved e 1999.

Kwelagobe eo bet an trede maouez eus Afrika dilennet da Viss Hollved (goude Margaret Gardiner eus Suafrika e 1978 ha Michelle McLean eus Namibia e 1992).