Mozoleon Halikarnassos
Neuz
Mozoleon Halikarnassos (Henc'hresianeg Μαυσωλεῖον τῆς Ἁλικαρνασσοῦ) a oa unan eus Seizh Marzh ar Bed. Savet e voe evit bezañ ti-kañv Mausolos, roue Karia, marvet e 353 kent JK en Halikarnassos (hiziv an deiz Bodrum e Turkia).
Chom a reas e stad vat betek an XIIvet kantved, kent kouezhañ en e boull. Er XVvet kantved e voe implijet e zismantroù gant menec'h Urzh an Ospital evit sevel kastell sant-Pêr.
Diwar anv ar roue Mausolos e vez graet bremañ mozoleon eus tier-kañv meurdezus.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Bodream, Jean-Pierre Thiollet, Anagramme Ed., 2010, ISBN 978-2-35035-249-4.