Morituris

Eus Wikipedia

Morituris zo ur film spont italian sevenet gant Raffaele Picchio. Ar film a zo bet skignet evit ar wech kentañ d'an 30 a viz Gouhere 2011, e-pad ar Fantasia Festival. Ar film a zo awenet gant lazhadeg Circeo. E-pad an torfed gwirion-se e 1975[1], tri den o devoa skrapet, gwallet ha jahinet div vaouez yaouank e-pad daou zevezh. Dre ma'z eo feuls skeudennoù ar film, ez eo bet difennet en Italia[2]. E miz Mae 2013 Synapse Films en deus prenet gwirioù embann ar film Mortituris evit an DVD.

Echuiñ a ra ar film gant ar frazenn "in memory of mankind"[3].

Aktourien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Valentina D'Andrea
  • Andrea De Bruyn
  • Désirée Giorgetti
  • Francesco Malcom
  • Giuseppe Nitti
  • Simone Ripanti

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]