Mont d’an endalc’had

Morgunblaðið

Eus Wikipedia

Morgunblaðið (« Kazetenn ar Mintin » e brezhoneg) zo ur gazetenn bemdeziek eus Island.

Embannet e oa bet an niverenn gentañ eus Morgunblaðið d'an 2 a viz Du 1913. Gwechall e oa tost ar pemdezieg-se da vennozhioù Sjálfstæðisflokkurinn (Strollad ar Frankiz), betek ar bloavezhioù 1980. Abaoe en em ziskouez evel ur gazetenn virour, met dizalc'h diouzh ar gostezenn-se. Savet eo a-enep ar soñj ez afe Island e-barzh Unvaniezh Europa.

Kazetenn bennañ Island e oa betek 2003 pa voe savet ar pemdezieg digoust Fréttablaðið. Mont a ra an embannoù bruderezh da ober etre 30% ha 40% eus pajennoù ar gazetenn. Embannet e vez etre 50 000 ha 55 000 skouerenn anezhi bemdez, well-wazh. Lennet e vez e mervent ar vro dreist-holl, evel e Reykjavík.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]