Mont d’an endalc’had

Moresby (Cumbria)

Eus Wikipedia

Moresby zo ur gêriadenn hag ur barrez keodedel eus Cumbria, e Bro-Saoz. Emañ e kornaoueg ar gontelezh, war an aod.

Ardamezioù Moresby

Krediñ a reer e oa eno ar c'hreñvlec'h roman anvet Gabrosentum pe Gabrocentio[1], meneget er skridoù latin :

An anv Gabrocentum a zeufe eus ar gerioù brezhonek kozh gabr ("gavr") ha sent ("hent"). Neuze e talvezfe kement ha "hent ar givri"[2],[3]

Talvezout a ra an anv Moresby kement ha "kêriadenn Maoris"[4]. Ennañ e kaver ar ger , ur ger hensaoznek, a dalvez kement ha "kêr", "kêriadenn", hag an anv-den gallek "Maoris".

  1. A.L.F Rivet & Colin SMITH : The Place-names of Roman Britain. Batsford Ltd. 1979. 1982. p. 364-365
  2. Armstrong AM, Mawer A, Stenton FM, Dickens Bruce (1952), The Place-Names of Cumberland, English Place-Name Society, Vol XXII Part III, p.512.
  3. Eilert Ekwall : The Concise Oxford Dictionary of English Place-Names. Fourth Edition. Clarendon Press. 1980.
  4. Armstrong, A. M. (1950). The place-names of Cumberland, English Place-Name Society, vol.xxi. Cambridge : Cambridge University Press. 421 p.