Moraima Secada

Eus Wikipedia

Moraima Secada Ramos (1930-1984) a oa anv-micher ar ganerez kuban María Micaela Secada Ramos.

Ganet e oa 1930 e Santa Clara, Cuba, anavezet ivez evel La Mora. Brudet eo evel kanerez romantel, krouiñ a reas ar filin (diwar ar ger saoznek feeling).

Kregiñ a reas da ganañ er bloavezhioù 1950 gant al laz merc'hed America Anacaona, a reas beajoù dre ar bed. Kanañ a rae ivez gant Cuarteto Los Meme ha Cuarteto D'Aida.

Mervel a reas e La Habana, e 1984, klañv ma oa hec'h avu. Moereb e oa d'ar c'haner Jon Secada.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]