Mor Greunland

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Mor Greunland, e-kichen Mor Norvegia

Mor Greunland zo ul lodenn eus Meurvor Arktika[1] etre Greunland, enezeg Svalbard, enez Jan Mayen hag Island. En em ledañ a ra war 1 205 000 km² pe war-dro.

Drezañ ez a dourioù yen Meurvor Arktika war-zu ar Meurvor Atlantel. El lodenn norshañ anezhañ e vez diaes bageal rak skornet e vez an dour alies. War-dro 1 450 metr eo donder keitat Mor Greunland ha betek 4 800 m en e zonder brasañ.

Peskedus eo ar mor-se hag eno e vez reuniged o ouennañ (reunig Greunland ha reunig kougoulek dreist-holl). Kavout a reer bronneged all eno ivez, evel delfined ha balumed hag en em vag diwar grill.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

  1. Douaroniourien zo hag a ra anezhañ ul lodenn eus ar Meurvor Atlantel avat