Mor Aral
Mor Aral zo ur mor diabarzh pe ul lenn sall vras e kreiz Azia (Арал теңізі, Aral teñizi e kazakeg, Аральскοе мοре e ruseg, Orol dengizi en ouzbekeg). En em astenn a ra etre Kazakstan en hanternoz ha Karakalpakstan, ul lodenn eus Ouzbekistan er c’hreisteiz. "Mor an Inizi" eo ster kentañ e anv, dre ma veze kavet kantadoù a enezennoù ennañ,
Abaoe ar bloavezhioù 1960 eo aet gorread Mor Aral war goazhañ, abalamour m’eo bet diheñchet red ar stêrioù Amu Darya ha Syr Darya a oa o'n em deurel ennañ a-raok, evit gallout dourañ an douaroù. A-benn 2004, ne oa mui gant Mor Aral nemet ur c’hard eus ar gorread a oa gantañ gwechall. E deroù ar bloavezhioù 1960 e oa Mor Aral, gant ur gorread 68.000 km², ar pevare lenn vrasañ er bed. Bremañ ez eus daou boull disparti : an hini brasañ er c’hreisteiz hag an hini bihanañ en hanternoz. Un trede hini, er reter, zo aet da hesk e 2009. Kresket kalz eo ar bec’hiad holen e dour Mor Aral, ha gant se ez eus bet lazhet e-leizh a blant hag a loened dour. Bras eo kudenn ar saotradur ivez. Strivoù a reer e Kazakstan evit saveteiñ lenn an hanternoz.