Mor Arafura
Neuz
Mor Arafura zo ur mor bihan n'eo ket gwall zon etre Aostralia ha Ginea Nevez.
En em astenn a ra etre Strizh-mor Torres er reter, pleg-mor Carpentaria er c'hreisteiz, Mor Timor er c'hornôg ha Mor Banda er gwalarn. Tapout a ra 1.290 km hed war 560 km led. Etre 50 ha 80 metr donder eo d'ar muiañ.
E-pad mare diwezhañ ar skorn e oa ur pont douar (pont Sahul) etre Aostralia ha Ginea Nevez el lec'h m'emañ bremañ Mor Arafura, pleg-mor Carpentaria ha Strizh-mor Torres. Dre eno moarvat e oa tremenet tud eus Azia da vont d'ober o annez da Aostralia.
Ur mor peskedus eo met gwall besketaet e vez ivez. Klask a reer gwareziñ pinvidigezhioù ar mor bihan-se bremañ.