Mont d’an endalc’had

Moon Over Bourbon Street

Eus Wikipedia
Bourbon Street o tihuniñ da serr-noz...

Moon Over Bourbon Street (Loargann war straed Bourbon) a zo ur ganaouenn saoznek savet gant ar c'haner-sonaozer Sting (1951-).

Embannet e voe gant A&M Records d'ar 1añ a viz Mezheven 1985[1], a-gevret gant nav c'hanaouenn all, war The Dream Of The Blue Turtles, kentañ albom studio an arzour saoz. Diwezhatoc'hik, e miz C'hwevrer 1986, e voe embannet ur bladennig daou titl, Moon Over Bourbon Street war an tu A anezhi (The Ballad Of Mack The Knife war an tu B, adkempennet gant ar sonaozer breizhveuriat Dominic Muldowney).

Ar ganaouenn, 3:59 he fad, a gavas Sting an awen d'he c'hrouiñ diwar ar romant euzh saoznek Interview with the Vampire[2] (Pennad-kaoz gant ar suner-gwad) gant ar skrivagnerez stadunanat Anne Rice (1941-). El levr e kont ar benndudenn Louis de Pointe du Lac d'ur c'hazetenner e vuhez a suner-gwad e New Orleans (Louisiana, SUA) ar bloavezhioù '80. Lec'hiet en deus Sting e sonenn e Bourbon Street (Straed Bourbon), unan eus koshañ ruioù Karter kozh gall New Orleans.

Ar gerioù...

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]