Mont d’an endalc’had

Mondego

Eus Wikipedia
Ar Mondego e Penacova

Ar stêr Mondego zo ur stêr eus Portugal, an hini hirañ e-touez ar re a red er vro penn-da-benn, gant 234 km a hed.

Eieniñ a ra er Serra da Estrela, menezioù uhelañ Portugal, e-kichen kêr Gouveia, hag en em deurel er Mor Atlantel e Figueira da Foz. Tremen a ra dre Penacova, Coimbra, Montemor-o-Velho. E-touez e adstêrioù pennañ emañ an Dão (war e lez dehoù), an Alva, ar Ceira, an Arunca hag ar Pranto (war e lez kleiz).


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.