Mohamed Haddouche

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Mohamed Haddouche zo bet ganet d'an 19 a viz Eost 1984 en Aljeria.

Meurc'hoarier echedoù aljerian.

Mestr Etrebroadel eo abaoe 2004.

Mestr Meur abaoe 2014.

2 497 edo e renk Elo e miz Du 2016, pezh a lak anezhañ e penn ar c'hoarierien aljerian.

Disoc'hoù hiniennel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'hwec'h gwezh e voe Kampion Echedoù Aljeria er bloavezhioù 2005, 2009, 2012, 2013, 2014[1] ha 2015 [2].

E 2004 e voe trede e Kampionad Afrika dindan 20 vloaz e Tripoli (Libia) [3]. E miz Here 2014 e voe Kampion ar Strollad A er Memorial Med Slama e Monastir (Tunizia) [4].

Olimpiadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pemp gwezh e kemeras perzh dindan banniel Aljeria en Olimpiadoù etre ar bloavezhioù 2006 ha 2014.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]