Model 1840 light artillery saber

Eus Wikipedia
Model 1840 light artillery saber
Bro orinStadoù-Unanet Kemmañ
ManufacturerAmes Manufacturing Company Kemmañ

Ar Model 1840 light artillery saber (brezhoneg: Sabrenn lijer kanolierezh doare 1840) a oa ur sabrenn gant 106 cm a hirder en holl, gant ul laonenn gromm hag a droc'he war un tu nemetken. Ar feur a oa e houarn.

An U.S. Model 1840 light artillery saber (e anv leun) a oa ur sabrenn evit soudarded ar c'hanolierezh en US Army. Laonenn ar sabrenn a oa tost da 82 cm. An diforc'h anatañ gant ar sabrenn Model 1840 Heavy Cavalry, hini ar c'hanolierezh, eo n'en doa ket un dornell gant un doennig a-us an dorn.

An doare sabrenn-se a oa unan e-touez un toullad armoù produet gant an embregerezh Ames Manufacturing Company. eus Springfield, er Massachusetts. An tresoù a zo bet kemeret a-ziwar re ar sabrenn c'hall doare 1829. An unvezioù war varc'h eus ar c'hanolierezh a veze alies gant an dragoned evit reiñ dezho un harp-tan kreñv. Armoù pennañ an unvezioù-se e oa ar c'hanolioù. Ar sabrenn a veze implijet rouesoc'h, bez e oa ul lodenn eus dafar hengounel ar soudarded muioc'h evit un arm stourm. Ur brouenn anat eus ar fed-se : an embregerezh Ames manufactured a brodue kalz nebeutoc'h a sabrennoù doare 1840 evit na oa a soudarded en unvezioù kanolierezh d'ar mare-se.