Mitokondrienn

Eus Wikipedia
div vitokondrienn e gwiadoù skevent ur bronneg gant ur gwel sklaer eus o diabarzh hag eus o c'hroc'henennoù, gwelet dre vikroskop elektronek
Elfennoù kelligoù boutin al loened : 1) Nukleolus 2) Nukleüs 3) Ribozom (dots as part of 5) 4) C'hwezhigell 5) Reticulum endoplasmek garv 6) Korf Golgi 7) kitorelegenn 8) Reticulum endoplasmek levn 9) Mitokondriennoù 10) Vakuolenn 11) Kitosol 12) Lisozom 13) Kreizozom 14) Kroc'henenn ar gellig

Ur vitokondrienn zo un organit, dezhañ holl berzhioù un organeg prokariot, gronnet gant ur groc'henenn doubl graet gant pep a wiskad fosfolipidek doubl, hag a a gaver er pep brasañ eus kelligoù an eukarioted[1]. N'o c'haver ket e-barzh an globulennoù ruz deut d'o ment avat nag e loened arvevat zo evel Henneguya zschokkei). Etre 0,75 ha 3 µm treuz a vez dezhe peurliesañ hag o stumm a c'hall cheñch kalz[2].

Kavout a reer betek 2000 anezhe e pep kellig, ha peurliesañ e vezont e takadoù ar c'helligoù a vevez adenozin trifosfat (ATP). Skoazellañ a reont produadur an ATP, hini meur a genfaktor metabolek (NADH, FADH2) hag ur roll o deus e meur a argerzh e-giz ar c'hehenterezh, an disheñveladur, an apoptoz hag e reoliadur kelc'hiad ar c'helligoù[3]. Liammet eo ar mitokondriennoù ivez gant kleñvedoù zo evel daleoù spered[4], kudennoù ar galon[5] hag ur roll a-bouez o deus ivez en argerzh kozhañ.

Diwelus eo ar mitokondriennoù gant ar mikroskop optek pa ne vezont ket livet gant livadoù bevoniel (rhodamin 123 ha glas Janus B). Evit o studiañ pizh e reer gant ar mikroskop elektronek a zo gwelloc'h e rezolvadur.

Displegan a ra an damkan endosimbiotek[6] bezañs mitokondriennoù e kelligoù an eukarioted dre endokitoz (degemer) un α-proteobakteria en ur c'hellig ostiz, meur a viliard a vloavezhioù zo. Abalamour da se ez eo disheñvel TDN ar mitokondriennoù diouzh hini kalon ar gellig, ha degaset e vez peurliesañ eus tu ar vamm.

Etimologiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont ra ar ger mitokondrienn eus an henc'hresianeg μίτος (mitos) a dalvez « neudenn » ha χόνδρος (chondros) a dalvez "granulenn".

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Katrin Henzel ha William Martin, "Evolutionary biology: essence of mitochondria", Nature, levrenn 426, Nnn 6963, 13 a viz Du 2003, pp. 127-128.
  2. Lyle Wiemerslage ha Daewoo Leeb, "of mitochondrial morphology in neurites of dopaminergic neurons using multiple parameters", Journal of Neuroscience Methods, levrenn 262, 15 a viz Meurzh 2016, pp. 56-65.
  3. Heidi M. McBride, Margaret Neuspiel, Sylwia Wasiak, "more than just a powerhouse", Current biology: CB, levrenn 16, Nnn 14, 2006-07-25 pp. 551–560}}.
  4. Ann Gardner, Richard Boles, "Is a "Mitochondrial Psychiatry" in the Future? A Review", Psychiatry Reviews, levrenn I, Nnn 3, 2005-10-31 pp. 255–271.
  5. Edward J. Lesnefsky, Shadi Moghaddas, Bernard Tandler, Janos Kerner, "Mitochondrial Dysfunction in Cardiac Disease: Ischemia–Reperfusion, Aging, and Heart Failure", Journal of Molecular and Cellular Cardiology, levrenn XXXIII, Nnn 6, miz Even 2001, pp. 1065-1089.
  6. Mitokondrienn war al lec'hienn futura-sciences.com