Mister Ed

Eus Wikipedia

Mister Ed a zo ur stirad skinwel amerikan produet gant Filmways. 6 koulzad ha 143 rann a gaver ennañ. Krouet eo bet gant Walter R. Brooks. Skignet e voe da gentañ gant meur a skigner (en doare anvet "syndication" er Stadoù-Unanet) eus ar 5 a viz Genver 1961 betek an 2 a viz Gouere 1961. Skignet e voe goude war CBS eus ar 1añ a viz Here 1961 betek ar 6 a viz C'hwevrer 1966.

Skignet eo bet e Frañs adalek an 28 a viz Meurzh 1965 war gentañ chadenn an ORTF.

Tudenn bennañ ar stirad a zo ur marc'h palomino barrek da gomz hag a laka e berc'henn, an ti savour Wilbur Post, e saviadoù diaes dre e gomzoù goapaus alies.

Awenet eo bet ar stirad gant istorioù berr evit ar vugale savet gant Walter R. Brooks hag embannet evit ar wech kentañ e niverenn an 18 a viz Gwengolo 1937 Liberty Magazine (The Talking Horse).

Tudennoù pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Allan Lane a ra mouezh Mister Ed
  • Alan Young a zo Wilbur Post, perc'henn Ed
  • Connie Hines a zo Carol, gwreg Wilbur Post Post
  • Bamboo Harvester a zo Mister Ed (ne voe merket nemet "Himself" war roll an aktourien gant Filmways productions, hervez o boazioù pa oa loened er filmoù)