Mirdi Boijmans Van Beuningen
Neuz
(Adkaset eus Mirdi Boymans-van Beuningen)
Mirdi Boijmans Van Beuningen eo ar mirdi brasañ a zo e Rotterdam (Izelvroioù). Krouet eo bet e 1847, ha diazezet war dastumad Frans Jacob Otto Boijmans (1767 - 1847). E 1958 e voe ouzhoennet dastumad Daniël George van Beuningen (1877 - 1955), ha d'ar mare-se ivez e voe dibabet anv ar mirdi.
Dastumad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er mirdi e kaver oberennoù eus ar Grennamzer betek an arz modern. Kalz oberennoù eus an Izelvroioù a gaver ennañ ivez. E-touez an arzourien vrudetañ ma c'haller gwelout oberennoù savet ganto er mirdi emañ Hieronymus Bosch, Pieter Brueghel gozh, Rembrandt, Claude Monet, Vassily Kandinsky, Vincent van Gogh, Maurizio Cattelan, René Magritte ha Salvador Dalí.
Oberennoù a bouez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Titl | Arzour | Bloavezh |
---|---|---|
Neizh ar c'haouenned | Hieronymus Bosch | |
Ti ar pesketaer, Varengeville | Claude Monet | 1882 |
Triviladoù eus Afrika | Salvador Dalí | 1938 |
Difennet eilañ | René Magritte | 1937 |
War dreuzoù ar frankiz | René Magritte | 1929 |
Dremm ar brezel | Salvador Dalí | 1940 |
Tour bihan Babel | Pieter Brueghel gozh | tro 1563 |
Ar Beajer | Hieronymus Bosch | tro 1493 |
Titus e Lectern | Rembrandt | 1655 |