Minon

Eus Wikipedia
Minon
regiment, all-female military unit
DiazezerHouegbadja Kemmañ
StadDahomey Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvfoneg Kemmañ
Present in workThe Woman King Kemmañ
Seh-Dong-Hong-Beh, unan eus pennoù ar Minon

Ar Mino, pe : Minon, da lavarout eo Hor Mammoù, a oa anv ur rejimant brezelourezed, brudet ivez evel Amazonezed Dahomey gant skrivagnerien eus Europa, hag a badas betek dibenn an XIXvet kantved.

Orin ar brezelourezed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar roue Ghezo a dutae gwazed koulz ha maouezed a-douez ar brizonidi estren, daoust ma veze tutaet brezelourezed ivez e-touez Dahomeadezed, ha lod adalek o 8 vloaz. A-douez gwragez ar roue, a oa kantadoù anezho, e veze tutaet ivez. Darn a zibabe mont da soudardezed, darn all a veze kaset gant o zadoù pe o friedoù, a glemme eus o emzalc'h, evit kaout an dizober anezho.